Iskevrennad eus | Naziegezh ![]() |
---|---|
Den heverk | Hans-Ulrich Rudel, George Lincoln Rockwell, Francis Parker Yockey ![]() |
Luskad politikel | right-wing extremism ![]() |
Pleustret gant | neo-Nazi ![]() |
Neveznaziegezh a vez graet eus an holl stourmerien, aozadurioù pe strolladoù politikel bet savet abaoe fin an Eil Brezel-bed hag a glask lakaat da advevañ pe adstaliañ an ideologiezh nazi. An neveznazied a implij o ideologiezhoù evit broudañ ar gasoni hag an dreistelezh gouennel (an dreistelezh gwenn alies), evit tagañ strolladoù pe minorelezhioù gouennel pe etnek (a-enep ar Yuzevien hag a-enep an dud du da skouer). E degouezhioù zo e klaskont sevel ur Stad faskour[1][2].
An neveznaziegezh a zo lies-tre, gant aozadurioù ha luskadoù e broioù lies ha liammoù etrebroadel dre rouedadoù. Adkemer a ra ul lodenn eus mennadoù an naziegezh, evel an enepyuzevegezh, dreistbrodaelouriezh, gouennelouriezh, estrengasoni, enep an dud ampechet, homofobiezh, enepkomunouriezh, hag ar c'hoant da grouiñ ur "Pevare Reich". Nac'helour d'al Loskaberzh a zo un talvoud boutin er c'helc'hiadoù neveznazi.
Implijet e vez alies gant an neveznazied arouezioù nazi, hag embann a reont o azeul evit Adolf Hitler ha pennoù bras an Trede Reich hag e genlabourerien. E lod eus broioù Europa pe Amerika latin ez eus lezennoù hag a sav a-enep embann soñjoù nazi, gouennelour, enepyuzev, pe enep heñvelreizhidi. Berzet eo an arouezioù nazi pe ar re tost outo e darn eus broioù Europa (dreist-holl Alamagn) evit klask talañ ouzh emled an neveznaziegezh.[3]